• Otyugh
    Otyugh
    2014-12-14

    Dipitet on un tamm gant ar fed n'efe ket liseidi diwan tremenet eus Facebook da Diaspora (ne seblanten ket sebezhet pas m'eus kinninget Diaspora dezho).

    Diwall ur sevenadurezh e brezhoneg a zo ur sapre program. Un tamm evel bezañ c'hoant sevel ur vag a bezh : labour 'zo evit ramziadoù tud da stankañ an toulloù evit ma c'helfe flodiñ !

    An toulloù a zo : kudennoù ekologel (al labour-douar -ar pemoc'h- e Breizh), kudennoù an energiezh ha dañjer an nukleel, dañjer kreizennadur internet hag an teknologiezhioù, kreizhennadur Pariz, kudennoù arc'hant Diwan, bonreizh bro C'hall Le français est la langue de la république, étranger, hag all...

    Listenn an toulloù a zo hir, ha c'hoant m'oa kaout brezhonegerien dre aze just a-walc'h evit kaout un digarez eskemm muioc'h e brezhoneg e diavaez traoù kreizennet evel facebook pe twitter.
    Goude Diwan, pell a reomp holl an eil diouzh e-gile, ha niverus omp o koll nebeut dre nebeut omp aezamant impli ar yezh.
    Brezhonegerien : Diaspora, pe gnusocial. Ast buhan !

    0